LFE – niverenn | 169 |
LFE – unicode | ʍ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | W |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat divouezh treuzskrivet [ʍ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 169.
Ur gensonennn kendistaget an hini eo ganti dao u lec'h distagañ war un dro: ar gweuz hag an drekstaon.
Talvezout a ra ar son da fonem e rannyezhoù saoznek 'zo, da skouer ar saozneg evel ma vez komzet e Skos e c'hoazh e meur a lñec'h er Stadoù-Unanet ma vez enebiet ouzh ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet [w], d.s. whine ("leñval") kv. wine ("gwin").
Daoust ha ma vez deskrivet evel ur gensonenn dre daravat peurliesañ evit abegoù istorel, e gwirionez e vez distaget evel ur gensonenn dre dostaat divouezh e saozneg, da lâret eo [w̥].